Présentation

Ne oa ket dibistig Mark goude o zro-kaer diwezhañ. Lammet e oa er-maez eus ar c'harr war hent an distro. Goude bezañ redet un tammig e oa en em gavet Vick, Marina hag Angelino gant Vicky semplet e-kreiz ar c'hoadoù, ne oa roud ebet eus Mark. Goude kement a gevrinoù e oa ret kaout displegadennoù.Diskibien Ninian o doa kontet dezho penaos ne oa ket deut ho mignon e-unan en-dro eus ar bed all.Dalc'het e oa e spered gant Morgan. En ur glask e saveteiñ o doa e lakaet en dañjer, eñ, ar bed all hag ar Gral. Ar skipailh a oa kouezhet etre krabanoù diskibien Morgan a vez o klask dalc'hmat warlerc'h an agripa brudet. Deut e oant a-benn da dec'hel kuit hag e oant en em gavet e-kreiz ul lid iskis ma oa an daou glan oc'h en em gannañ. E-kreiz ar reuz e oa lammet Vick da vont da zieubiñ Mark a oa e-kreiz an emvod souezhus. Deut e oa a-benn hor mignoned da dec'hel kuit, koukskoude e oa bet kavet gant Mark un dra bennak chomet gantañ...SORSEREZED BRESELIEN : KLASK AR GRAL

icone d'un casque avec micro

Service client

par email ou par téléphone

icone d'un colis

Livraison

chez vous ou en magasin

icone d'un bouclier

Fiabilité

paiement sécurisé

Caractéristiques